D’an distro-skol miz Gwengolo 2013 e oa rannet ar c’hlasoù er mod-mañ : ur c’hlasad re skol-vamm ha CP anvet "klas ar re vihan" hag ur c’hlasad re CE ha CM anvet "klas ar re vras".
Er bloaz-mañ, e oa 31 skoliad : 17 re vihan ha 14 re vras.
Ar skolaerien a zo :
- Hélène GUIVARCH, renerez, oc’h ober war-dro klas ar re vihan
- Olier ROBIN, oc’h ober war-dro klas ar re vras.
A-benn ar bloavezh o tont emeur o c’hortoz 36 bugel etre tout.