Sinadur ar garta "Ya d’ar brezhoneg"
Ar c’henlabour boulc’het un nebeud mizvezhioù ’zo gant servijoù an Ofis Publik ar Brezhoneg en deus dibouket war un diviz bet votet a-unvouezh d’an 23 a viz-C’hwevrer 2021 hag a zoug hor c’humun d’ober traoù a-benn tizhout live 3 ar garta "Ya d’ar brezhoneg". Abaoe pell eo krog ar c’humun d’ober a bep seurt traoù evit mat hor yezh, pezh a ro an tu deomp da vizañ al live-mañ. An oberennoù raktreset a vo stagañ skritelloù ha panelloù divyezhek er savadurioù hag el lec’hioù foran koulz ha kinnig stummadurioù brezhoneg d’an implijidi kêr a c’houlenno.
Deuet eo da wir an diviz-se d’an 11 a viz-Even gant sinadur ofisiel ar garta gant an Itron Lena LOUARN, prezidantez an Ofis Publik ar Brezhoneg ha Mickaël TOULLEC. Bugale hor skol hag a zo brezhonegerien an dazont hag o skolaerien a oa bet pedet d’al lid evel just. Kanet o deus un nebeut kanaouennoù evit brasañ plijadur an holl.
Dav eo gouzout, n’eo ket ar strollelezh nemetken a c’hell sinañ ar garta, digor eo ivez d’an embregerezhioù ha d’ar c’hevredigezhioù. Unan eus embregerezhioù ar gumun a zo ezel eus ar garta dija. Arabat chom etre daou soñj, m’ho peus c’hoant da c’houzout muioc’h, kit e darempred gant Ofis Publik ar Brezhoneg.