Dianket e vefe seizenn 30 vloaz ar skol divyezhek ? !

, par  HQ , popularité : 9%

Ne ra ket a zroug c’hoarzhin un tammig, lidet eo bet 30 vloaz ar skol e-pad ur bloavezh, ar pezh n’eo ket netra.

Skrivet oa war ar seizenn : «30 vloaz a zivyezhegezh...»

Kroget oa an traoù er bloavezh-skol 1983-1984, 30 vloaz zo tremenet abaoe hag echu eo ar bloavezh-skol 2013-2014, ur pennadig ’zo bremañ.

N’emaomp ket o vont da livañ ar panell en ur skrivañ 31, 32 warnañ bep bloaz alato !

Gortoz ta ! N’emañ ket pell an distro-skol ken, en doare...

Hag avanturioù nevez o tont evit 2014-2015 !

Poent bras eo c’hwezhañ gouleier a zeiz-ha-bloaz, bez e vo c’hoazh re all da enaouiñ !

Ha kalz a vloavezhioù c’hoazh da vont war-raok gant ar skol divyezhek !

Navigation

AgendaTous les événements